Buhezskrid

Demat deoc’h,

Sabine Comès eo ma anv ha grafourez a vicher on. Dizainerez ha skeudennaouerez on ivez.

Kalz a skiant-prenet am eus tapet e Frañs hag er Stadoù-Unanet.

E-kreiz kêr Naoned emañ ma studio, met e Roazhon e vezan kalz ivez. Pelllabourat a ran ha/pe degemer a ran an dud war emgav evit komz ganto diwar-benn o mennadoù.

Ar pezh a blij d’ar pratikoù

Lavaret e vez diwar ma fenn e ouzon selaou an dud, e vezan prim em labour hag on barrek da ginnig krouidigezhioù fonnus ha modern. Karout a ran an dud ha ma micher.

Kinnig a ran krouidigezhioù diouzh ar c’hehenterezh corporate klasel (ha diouzh ar c’hiz bepred) hag ivez krouidigezhioù frankoc’h ha dibaroc’h evit pratikoù a bep seurt.

N’eus ket a vuzul mat nag a draoù graet ha tout a-fet graferezh : ur goulenn zo, ur c’hendiviz, ret eo kompren petra eo an ezhomm, ur preder zo, un enklask, ur ster, un teknik, evel-just, hag erfin, ret eo krouiñ ur bersonelezh da wiskañ ho skoroù kehentiñ.

Merañ a ran ivez lodenn ar moullañ en he fezh evit bezañ sur eus an disoc’h ; rak pa vez siek ur voulladenn e c’hall ar pezh a zo enni bezañ distreset.

Engouestlet on e sevenadur Breizh, en endro hag e bed ar c’hevredigezhioù ma vez liesseurt-kenañ ma c’hefridioù. Tud hag a labour e gennad an teknologiezhioù uhel a c’houlenn alies ouzhin labourat evito (start-up, meziantoù, niverel…) evit tennañ gounid eus chemet hag evit kavout an doare dibar a zle lakaat un identelezh gweled war wel.


Aterset gant France Bleu Arvorig d’ar 27 a viz Kerzu 2019